Ur bilañs etre evit ar SICA
'Benn disadorn 'vo dalc'het Emvod meur ar SICA, ar sindikad produerien legumaj, 'zo staliet 'ba Kastell-Pol. Un digarez da sevel un tamm bilañs eus ar bloavezh tremenet 'zo bet etre. Kresket eo sifr an aferioù, 232 million a euroioù, eus 2% hepken. A-drugarez d'ar C'haol-Fleur ha d'ar chalotez eo chomet mat awalc'h stad an arc'hant gant ar SICA. Selaouomp Pierre Bihan-Poudeg, prezidant ar SICA ouzh mikro Erwan Blanchard.
Pierre Bihan-Poudeg a dilezo e garg a brezidant 'benn disadorn kentañ goude emvod meur ar SICA. 'Benn un nebeut mizioù 'yaio war e leve.