ur statud evit an amiegezed.
Dec'hel a ra stourm an amiegezed evito da gaout ur statud mezeg. Dibaoe 4 miz ez eus tabut gant ar Stad met dimeurzh he deus embannet ministrez ar yerc'hed krouidigezh ur statud mezekel evit an amiegezed o labourat en ospitalioù publik. A-benn ar mizioù o tont e vo ofisializet an dekred-se, perzh eus ar pemp poent a ra ar steuñv evit an amiegezed. Anavezet e vint bremañ neuze 'vel medisined ha gwelaet e vo o stummadur. Kaoz a vo ivez dizale deus o goproù. Daoust d'an araokadennoù e talc'h stourm an amiegezed rak n'he deus ket ar vinistrez graet anv deus statudoù ar re a labour e diavaez ar frammoù publik.
Selaouomp Morgan Lever-Crué, amiegez e Kastellin. Aterset eo bet dre bellgomz gant Bleuenn Raynaudon deus Radio Kerne.