Devezh etrebroadel ar merc'hed
Devezh etrebroadel ar merc'hed a vo lidet disadorn e pep korn ar bed. Un devezh a zo anveet e-mesk ar 7 devezh ha 80 diskleriet gant an ONU. Un digarez da vanifestiñ evit goulenn ingalded etre paotr ha plac'h, lidañ an araokadennoù ha lakaat talvezout goulennoù ar strolladoù stourmerezed.
Martina a zo ur stourmerez 'vit gwirioù ar merc'hed en Chiapas e Bro Mec'hiko. Dont a ra hi deus ar c'humuniezh indian Tzozil hag a-hed miz Meurzh e vez o foetañ hentoù Frañs a-benn reiñ da glevet penaos e tro an traoù en he bro.
Aterset 'm eus anezhi bremaik gant sikour Céline Soun ha Morgane Bramoullé. Selaouomp he soñj.
Devezh ar merc'hed a vo lidet e Brest ivez 'benn disadorn. Ouzhpenn ar standoù a vo staliet war blasenn ar Frankiz e loc'ho ur vanifestadeg da 11e evit souten gwirioù ar merc'hed.