en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

10 vloaz ar festoù-noz war renabl PCI an Unesco

10 vloaz ar festoù-noz war renabl PCI an Unesco

D'ar 5 a viz Kerdu 2012 - dek vloaz zo ! - e oa bet degemeret ar festoù-noz war renabl glad sevenadurel dizanvezel ar bed gant an Unesco. Frouezh ul labour hir bleinet gant ar gevredigezh Dastum evit ma vefe lakaet muioc'h a sklêrijenn war ar festoù-noz. Ar re-se zo un elfenn important e kevredigezh Vreizh hudu-an-deiz, arouez ur c'hultur poblek adnevesaet ! Un dra vev kaset a rumm da rumm hag adkrouet dalc'hmat, hervez termenadur an Unesco. Ha setu ar festoù-noz anavet er bed a-bezh bremañ koulz lâret, evel kalz pleustroù sevenadurel all er bed...

 

War zigarez an deiz-ha-bloaz-mañ e oa bet Tomaz Laken o kontañ kaoz gant Nanda hag Ifig Troadeg, a gendalc'h da dreuzkas ar glad komzet ha kanet o devoa klevet digant ar re gozh er bloavezhioù 80... Met daou-ugent vloaz zo, anat deoc'h, ne vije ket komzet deus Patrimoine Culturel Immatériel avat !

Avel em fenn

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio