20 vloaz eo ti an dielloù departamant er Morbihan.
Staliet eo e Gwened hag evit lidañ kement-se e vo adkempennet lod deus an traoù. Dreist-holl evit degemer an dud ha ma vo aesoc'h dezho klask eno. Tamm ha tamm e vez niverelaet lod deus an dielloù evit o lakaat en linenn war ar rouedad. André ar Meut a labour en dielloù departamant. Emañ doc'h mikro Faysal Harouat deus Radio Bro Gwened.