Keleier 5:30
@@@Penaos e troa finañsoù ar bed ?@@@
Brasoc'h e ta da vout an enkadennoù àr an argant, ar finañsoù publik hag an tier-bank en takad m'emañ an Euro. Kement hag e krog lod dud da lâret e vehe àr ar reñk un enkadenn ken bras hah an hani oa bet bevet en Europa hag en Amerika e 1929.
Disadorn oa bodet 150 'ba Zilieg er Morbihan evit komz a-ziàr finañsoù ar bed. Un devezh savet get Skol Uhel Silieg, ur gevredigezh tuet àr an en-dro hag an diorren dalc'hapl. Ur gevredigezh a zegas skiant varn e-keñver ar politikerezhioù frank diwhennet get politikerion bras ha bankourion ar bed. Selaouamp doh Olwenn Denez, un den yaouank daet da gompren hiroc'h doh mikro Anne Gouerou.
An atersadenn
@@@Souten Eva Joly d'ar c'hetañ tro, François Hollande 'benn an eil.@@@
Setu ar pezh o deus devizet izili an UDB disadorn paset durant ar c'hendalc'h oa savet ba Pondi. D'o soñj e hello tud Europa Ekologiezh dougiñ o soñjoù fed ag diwhenn an en-dro mes iwez adkempenn ar galloud e Frañs ha gwarantiñ ar yezhoù minorel. Mona Braz a zispleg deomp chwaj an UDB.
An atersenn get Yaëlle ar Mouel
@@@Ur Geriadur nevez get Francis Favereau.@@@
'Benn ar blez-mañ-za zlehe donet er-maez. àr-lerc'h ar geriadur glas bras hag ar re vihan da-heul e vehe ur geriadur hollek brezhoneg-galleg en-dro. Francis Favereau e-unan 'ra deomp un tamm kont a stad e labour. Doh mikro Tudual Karluer.
Amañ