àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Serret eo ti gwilioudiñ Landerne betek miz Genver!

Serret eo ti gwilioudiñ Landerne betek miz Genver!

Lakaet eo diaes an tiez gwilioudiñ zo ‘ba plasoù bihan ! Nevez zo eo bet embannet sklaer gant an ARS n’halloket ar mammoù genel bugale ‘ba ti gwilioudiñ Gwengamp. Hag e penn kentañ ar sizhun eo hini zo ‘ba Landerne ‘vo serret beket an 3 a viz Genver. N’eo ket ar wech kentañ c’hoarvez kement all ‘ba ospital Ferdinand-Grall. Serret eo bet evit prantadoù berr dija gaozen d’an diouer a implijidi. Anna Madeg zo sanset gwilioudiñ ‘ba Landerne ‘benn miz C’hwevrer gant ma chomo digor an ti gwilioudiñ… Muioc’h ganti ouzh mikro Erwan Blanchard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio