àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Brezhoweb Komedi Klub : an eil abadenn zo bet troet !

Brezhoweb Komedi Klub : an eil abadenn zo bet troet !

Abadennoù stand-up a vez gwelet ur bern e galleg, saozneg, spagnoleg ha me oar-me, met kalz nebeutoc'h a zo e yezhoù-rannvro. An dra-se zo kaoz e oa bet krouet ar Brezhoweb Komedi Club, ar c'hentañ stand-up e brezhoneg. Bloaz 'zo bremañ e oa deuet e-maez an abadenn gentañ hag un eil abadenn a oa bet filmet ar sizhun baseet e studio Brezhoweb en Alre. Seizh den a oa bet war al leurenn etre tout, paotred ha merc'hed a-bep seurt oad, o kontañ traoù fentus e brezhoneg tout. Dav vo deoc'h kaout pasianted un tammig bihan a-raok sellet ouzh an eil abadenn Brezhoweb Komedi Club : sañset eo da vezañ embannet da vare Nedeleg. Selaouomp Dewi Siberil, bet o prezañtiñ an div abadenn.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio