àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kleuzioù Boneur

Kleuzioù Boneur

N'eo ket achu an adlodennañ (ar remembrement) e Breizh avat : kalz kleuzioù a vez freuzet du-mañ du-hont atô, kilometradoù bep bloaz. Met an dra-se ne blij ket d'an holl ! Evit enebiñ ouzh an distrujoù-se 'zo bet krouet meur a strollad e Penn-ar-Bed hag e Aodoù-an-Arvor, « Kleuzioù » o anv. Unan zo bet krouet miz 'zo e Boneur e Menez Are. Kar er barrez-se n'eus ket 'met ul labourer-douar ken ha kleuzioù a vez foeltret gantañ mare-ha-mare. Evit gwareziñ ar re zo chomet en o sav neuze eo bet krouet ar strollad « Kleuzioù Boneur ». Selaouomp Gérard Gwenn, unan deus ar re o deus savet ar c'holektif.

Un atersadenn gant Benjamin Bouard.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio