àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Livadurioù a-enep d'an eil-tiez zo bet e Enez-Tudi

Livadurioù a-enep d'an eil-tiez zo bet e Enez-Tudi

Ur pemzek eil-ti bennak a oa bet livet e Enez-Tudi ar sizhun dremenet, ur gumun touristel eus Su bro Vigoudenn. Ar memes livadur a zo bet livet warno holl : un ti gwer gant ur groaz melen warnañ. Follennoù a zo bet adkavet war al lec'h ivez, gant un destenn a-enep d'an eil-tiez ha d'ar madoù feurmet d'an douristed e-pad an hañv. Er gumun-se eo e kaver ar muiañ a eiltiez e Penn-ar-Bed, tro 70% deus hollad lojeiz ar gumun. E Enez-Tudi eo e kaver ivez ar retreidi gant al live bevañ uhelañ en departamant. Anzav a ra Claire Huitric, kuzulierez-kêr eno, ez eus ur gudenn da geñver al lojeiz, daoust ma ne oa ket un doare mat da lakaat e vennozhioù da dalvezout...


Claire Huitric, kuzulierez-kêr e Enez Tudi, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Digoret zo bet un enklask gant an archerien da heul al livadurioù zo bet graet war an eiltiez.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio