1600 brezhoneger 'zo 'ba Karaez!
Chom ‘ra bev ar brezhoneg ‘ba Karaez. Ar sizhun dremenet ‘oa kinniget gant Derv Uhellou, zo sokioyezhonour anezhañ, disoc’h ar studiadenn zo bet kaset gant Ofis Publik ar brezhoneg ha kêr Garaez war an niver a vrezhonegerien zo ‘ba kêrbenn ar Poc’her. An trede studiadenn eo ‘ni oa bet kaset d’ar c’houlz se. E 2012 eo ‘oa bet divizet ouzhpennañ ur c’houlennaoueg war ar brezhoneg d’ar goulennoù ‘oa da sevel da geñver an niveradeg. Betek ar poent se ‘oa ket aotret en ober. War dro 1600 den a gomzfe brezhoneg ‘ba Karaez c’hoazh… Peseurt plas ‘neus hor yezh eno ? Derv Uhelloù zo gant Erwan Blanchard.