àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

290-Soubenn chignan-2026-13

290-Soubenn chignan-2026-13


An titl « Soubenn chignan » ( soubenn raned) a za ag un darvoud a oa degouezhet d'ar skiantour italian Luigi Galvani ha pa oa é ober àr-dro e vaouez klañv.
Nag ur souezhadenn evitañ pa arvestas ur fenomen dic'hortoz!
Gres d'an dizoloadenn a reas Galvani an deiz-se e voe lañset hep gouiet dezhañ unan eus pouezusañ kavadenn ar skiant. Ur gavadenn a cheñcho buhez an dud en 20vet kantved.

(Ar gronikenn-mañ a oa bet skignet evit ar wezh kentañ e miz Kerzu 2019)

E penn kentañ ar gronikenn e vez klevet an ton « Soubenn al lêzh ar fleurenn » get Annie Ebrel.
Ha da gloziñ ar gronikenn, ur sonenn get ar c'hanour italian Max Parodi : « Che te ne cale della rana di galvani ? » (Petra 'raez eus chignan Galvani?)

War hentoù an antroposen

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio