àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Trec'h eo bet an tu dehoù e Douarnenez goude ur c'houlzad kabaliñ tenn

Trec'h eo bet an tu dehoù e Douarnenez goude ur c'houlzad kabaliñ tenn

Aet eo ar maout disul da noz gant Jocelyne Poitevin en dilennadegoù ti-kêr e Douarnenez. 52,09 % eus ar votoù a zo aet gant ar vaerez eus an tu dehoù, ha 47,91 % gant al listenn eus an tu kleiz, kaset gant Françoise Pencalet. 362 mouezh difoc'h a oa etre an div benn listenn. En em vodet e oa harperien ar vaerez en ti-kêr da c'hortoz an disoc'hoù, hag harperien Pencalet e kreiz kêr, dirak sal al listenn « Douarnenez Kengred ». Pounner e oa o c'halonoù o soñjal eo darbet dezhe cheñch penn d'ar vazh. En o zouez e oa Maksim Touze, kuzulier-kêr en tu enep er respet diwezhañ hag ezel eus al listenn « Douarnenez Kengred »...


Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas, ha mouezh Katell Ugen deus Ici Breizh izel a oa war al lec'h ivez. Françoise Pencalet ha seiz den all eus al listenn « Douarnenez Kengred » a zileurio an tu kleiz er c'huzul-kêr e Douarnenez adalek ar sizhun a zeu. Lavaret he deus Françoise Pencalet dija ne chomfe ket e-pad seiz vloaz er c'huzul-kêr evit laoskel he blas d'an dud yaouank.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio