àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

A bouez eo glad ar merc'hed e Kemperle kumuniezh !

A bouez eo glad ar merc'hed e Kemperle kumuniezh !

Disul paset e oa an 8 a viz Meurzh, devezh etrevroadel gwirioù ar mouezi.

Ouzhpenn d’ar manifestadegoù eh eus bet aozet darvoudoù a-hed ar prantad evit kizidikaat d’an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred.

E Kemperle kumuniezh da skouer, emañ skritellaet el lochoù kiri-boutin etre an 23 a viz C’hwevrer hag ar 15 a viz Meurzh, 6 mouez a zo bet a bouez àr an dachenn lec’hel. "Ar matrimoine" a vez graet doc'h an dra-se e galleg.

Araokour eo tolpad kêrioù Kemperle àr an ingalded. Emañ e mesk ar strollegezhioù kentañ da vout sinet karta european an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred er vuhez lec’hel.

Diàr an enklaskoù ‘zo bet kaset evit ober ar skritelloù, ‘zo bet savet ul listenn anvioù merc’hed a c’hellehe bout lakaet d’ar straedoù pe d’ar savadurioù publik.

Nolwenn Le Crann, dilennet e Kemper le kumuniezh e karg ag ar sevenadur hag ar brezhoneg a lara hiroc’h da Aodren Trehin diàr ar skritelloù-mañ.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio