àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

D'an 8 viz Meurzh 'oa devezh ar sportourezed

D'an 8 viz Meurzh 'oa devezh ar sportourezed

E kerzh ar fin ar sizhun dremenet ‘oa bet dalc’het an devezh etrevroadell ‘vit gwirioù ar maouezed. D’an 8 a viz Meurzh ‘vez lakaet war wel ar gwirioù ‘dlefe kaout ar maouezed : memes re ‘vel ar wazed ‘vel just. Hudu ‘ba abadenn Sportou ‘roimp deoc’h da glevout meur a vaouez ‘noant kemeret perzh ‘ba abadennoù sport d’an 8 a viz Meurzh : Tifenn Gueganton, da gomañs, ‘noa kemeret perzh ‘ba Kampionad Frans Kross-Kountri ‘ba Karaez. War lerc’h ‘momp tro da glevout Emilie Vigouroux ‘noa lusket ur staj box gall hag en em difenn ‘ba Kemper. Hag er fin 'vimp gant Maiwenn Salomon, Amelie Le Feuvre hag Aela Bricaud ‘noant kemeret ‘perzh ‘ba Kip ar c’hourenerezed ‘ba Benac’h ‘ba Bro-Dreger. Lusket eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio