àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar yec'hed, un tem a-bouez evit al lec'hienn Douarnenez Kengred

Ar yec'hed, un tem a-bouez evit al lec'hienn Douarnenez Kengred

'Benn disul e vo tro gentañ an dilennadegoù ti-kêr. Un tem boutin d'an holl listennoù pe dost er vro eo hini ar yec'hed. E Douarnenez e kinnig al listenn « Douarnenez Kengred », eus an tu kleiz ha kaset gant Françoise Pencalet, meur a dra evit desach mezeien hag evit ma vefe pareet gwelloc'h an dud er vro. Maksim Touze, a zo ezel eus an UDB ha bet kuzulier-kêr en tu enep, a zo war al listenn-mañ...

Maksim Touze eus al listenn « Douarnenez Kengred » a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Teir listenn war ar renk a zo e Douarnenez. Hini ar vaerez Jocelyne Poitevin, eus an tu dehoù ; al listenn « Evit Douarnenez », kaset gant Véronique Raher-Hériaud, a vod tud deus an tu kleiz hag izili eus ar PS ha PC ; hag hini « Douarnenez Kengred ».

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio