àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

"Kemper Unanet, Kengred ha Poblek" : ul listenn a-gleiz evit Kemper

"Kemper Unanet, Kengred ha Poblek" : ul listenn a-gleiz evit Kemper

Lañset eo ar c'houlzad kabaliñ evit an dilennadegoù ti-kêr ! Hiziv e rimp anaoudegezh gant unan eus listennoù Kemper, « Kemper, Unanet, Kengred ha Poblek ». Ul listenn eus an tu kleiz eo, a vod izili eus an NPA, LFI ha tud all maez eus ar strolladoù politikel. Hag ivez tud eus ar strollad « Kemper a-gleiz » evel Pêr Mens Pegail ha Pierre-Yves Pétillon, a vod tud tomm o c'halon ouzh ar brezhoneg hag ouzh sevenadur Breizh. Disadorn e oa bet digoret burevioù al listenn e kreiz-kêr, straed ar Froud. Selaouomp anezhe...



Klevet ho peus Pêr Mens Pegail ha Pierre-Yves Pétillon, a harp al listenn « Kemper, Unanet, Kengred ha Poblek ». N'eus ket bet embannet c'hoazh al listenn glok gant ar strollad evit mont war ar renk. Met dibabet eo bet avat an daouad a vo e penn al listenn : Marie Lauwers, eus LFI ha Jean-Paul Debest, eus an NPA.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio