àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur film a vo diskouezet en Oriant evit deiz-ha-blez an Erika

Ur film a vo diskouezet en Oriant evit deiz-ha-blez an Erika

Sur-walc’h ma laromp deoc’h deiziad an 12 a viz Kerzu 1999 e ouiay lod mat ac’hanoc’h a petra zo kaoz. Peñse an Erika e oa, hag al lañv du spontus, en doe merket speredoù ar boblañs e Breizh.

Diskouezet e vo an teulfilm « Erika » digwener, an 12 a viz Kerzu, 26 vlez goude, e sal nevez-flamm JVD, J’ai vu un documentaire, ur sinema kevredigezhel en Oriant. Un doare ivez da enoriñ ur stourm en deus kemeret perzh ennan kalz a dud er vro.

Ar film-se a oa bet sevenet get Olivier Brunet ha Lise Baron diàr dañvez degaset get ar gazetennerion Benjamin Keltz ha Nicolas Legendre. Un nozvezh ispisial e vo digwener get ur prantad eskemm a vo goude bannadenn ar film.

Anna Quéré a Bretagne a culture Diversité, BCD he deus ken-aozet an darvoud-se. Ken-aozet eo an nozvezh-se ivez get Vigipol, Radio Balises ha JVD.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio