Distruj zo bet àr pezhioù glad relijiel Melrand.
Ar sihun dremenet oa bet dijoloet oa bet distrujet ar c'halvar staliet àr an hent d'ar Gemene. Telwennoù Sant Yann ha kani ar Werc'hiez Mari zo bet taolet àr an douar. Perzhioù kaer savet e triwec'h kant tri ha tri-ugent ha klaset àr roll ar monumantoù istorel. D'eo ket ar wezh-ketañ vez graet gwalldaolioù a-seurt-se er barrez ha tro àr-dro. Digoret 'zo un enklask evit gouiet penn d'an afer. René Le Marrec, kuzulier-kêr ba Melrand a lâr deomp hiroc'h.