àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

10 vlez ar strollad Breizh Amerika collective a oa bet lidet e gouel ar gelted

10 vlez ar strollad Breizh Amerika collective a oa bet lidet e gouel ar gelted

Dec’h e oa devezh diwezhañ Gouel ar gelted en Oriant. E-pad ar festival en deus ar strollad Breizh Amerika collective lidet e 10 blez. Ar strollad a zo perzh ag ar gevredigezh Breizh Amerika a groua liammoù sevenadurel hag ekonomikel etre norzh Amerika ha Breizh. Ur meuriad muzisianed a cheñch a vlez da vlez a zo barzh ar strollad. Ar blez-mañ e oa Chantz Powell ha George Brown, sonerion Jazz a Louisiane a- gevred get un tropellad muzisianed a Vreizh, kaset get Julien Ar Menteg.

Lors Landat a oa er skipailh adalek ar penn kentañ, ha distroet er raktres ar blez-mañ. Kontet en deus hiroc’h da Aodren Trehin diàr-benn ar strollad. Sonet en doe e Gouel ar gelted div wezh ar sizhun paset. Entannet e oa bet ar publik get ar meskaj sonerezh a Vreizh hag a Louisiane, ur meskaj dibarr hengounel ha jazz.

Lors Landat a zo ar muiañ a gleiz àr ar skeudenn.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio