àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 30 a viz Gouere 2025

Keleier ar vro d'ar Merc'her 30 a viz Gouere 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

Kavet zo bet un emglev evit ar gwirioù maltouterezh get ar Stadoù-Unanet.

Goude mizioù a varc’hatañ hag a gomzoù dre ar mediaoù eo deuet a-benn Unaniezh Europa ha Stadoù Unanet Amerika da gaouit un emglev disul e bro Skos. Un emglev mat-tre hervez Ursula Von der Leyen prezidantez ar c’homision european, hag unan galloudus-tre hervez Donald Trump. Doc’h tu an europeiz eo bet divizet chom hep kreskiñ ar gwirioù maltouterezh àr ar produioù amerikan, kuit ma vefe c’hwezadur ar moneiz en-dro, da laret ur c’hresk ag ag prizioù. Met petra zo barzh an emglev-se ha peseurt disoc’hoù a vo e Europa? selaouomp Anton Burel evit gouiet hiroc’h.

Ha da glevet er c'heleier :

-Kaset e vo boued dre garr-nij get Bro-C’hall da Gaza.

-Rouantelezh-Unanaet a anavay stad Palestine adalek miz Gwenholon, « estroc’h ma vehe graet strivoù get Israel, da skouer en ur sinañ un harz-tennañ».

-Afer an airbagoù dañjerus Takata: Rediañ a ra ar gouarnamant gall ar saverion otoioù lakaat traoù e pleustr evit gober gweloc’h àr dro ar glianted.

-Tud klañv ha skiantour.ion.ezed a c'houlenn, dre un dribunenn, d'ar c'huzul bonreizhel lemel al lezenn Duplomb.

-Studiet e vo hiriv un destenn diàr benn emrenerezh Korsika get kuzul ar vinistred.

-Ur c'hren-douar a oa bet kostez Bro Vigoudenn dec'h.

-Adalek an distro-skol e vo troet muioc’h àr zu an arme ar JDC, an devezh difenn keodedour.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio