àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Gouere 2025

Keleier ar vro d'ar Meurzh 29 a viz Gouere 2025

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Bleuenn Al Lae ar mintin-mañ

E Gwengamp ne vo ket serret ar c’hlasad 6vet divyezheg er skolaj Jacques Prévert.

Kelaouet oa bet ar gerent just a-raok ar vakañsoù evit lavar e vo tennet ar c’hlasad 6vet divyezheg a oa sanset bezañ evit an distro-skol. Ar gerent hag ar gevredigezh Div yezh o deus aozet manifestadegoù evit stourm a-enep ar serradur mañ. Laouen eo bet ar gevredigezh hag ar gerent o c'houzout ne vo ket serret, met diaes eo dezho memestra kompren an diviz-mañ. Benoît Audinet, tad bugale e div yezh Plistin hag ezel eus kuzul merañ Div yezh Breizh a zispleg diouzh mikro Bleuenn Al Lae perak e oa digomprenus an diviz.


Ha da glevet ivez er c'heleier:

-Un harz brezel a zo bet divizet etre Tailand ha Kambodj

- Donald Trump en deus roet da Rusia 10 devezh evit echuiñ ar brezel a-enep Ukrainia

-En Europa hag e Bro-C’hall emañ an domder o plantañ tan e pep lec’h

-Sport: An Izelvroadez Lorena Wiebes he deus gounezet trived tennad tro bro-C’hall ar merc'hed.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio