Stourm a ra sindikadoù ar Spip doc'h ar politikerezh surentezel
Ul luskad sokial broadel a oa bet savet get labourerion ha labourerezed ar Spip d'ar 6 a viz Mae.
Ar Spip n’eo ket gwall anavet get lodenn vrasañ an dud. Gober a ra ar servij-se àr dro an dud kondaonet pe é c’hortoz bout kondaonet, get kefridi ledan a-walc’h : lakaat da zoujañ doc’h ar redioù savet get ar barnour, prientiñ ar monet er-maez, pe c’hoazh paraat an adfelladenn (récidive) evit reiñ un nebeud skouerioù.
Metig Raynaudon-Kerzerho a laboura er Spip e toull-bac’h Plañour, kostez an Oriant, hag a zo ezel ar CGT Spip. Aodren Trehin a zo bet d’he atersiñ a-benn gouiet muioc’h àr al luskad sokial 'oa bet ar sizhun paset.
Ouzhpenn stourm doc’h politikerezh surentezel Gerald Darmanin, muioc’h a moiandoù a vez ivez goulennet get ar Spip abaoe pell. Hervez ar sindikadoù e vankehe 1200 post Spip e Bro Frañs.
Emaint bremañ é c’hortoz respontoù get ministrerezh ar justis.