àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kalon flamm, ouzhpenn ur ganaouenn, ur c'hlip a-feson !

Kalon flamm, ouzhpenn ur ganaouenn, ur c'hlip a-feson !

Marteze ho peus bet tro da welet klip kanaouenn nevez Brieg Guerveno, « Kalon Flamm » ? Ma n'o peus ket graet ec'h aliomp deoc'h mont da sellet diouzhtu war Youtube ! Ur video barzhoniel-tre, gant tresadennoù e gwenn ha du, a zo bet gwelet tost da 20 000 gwech dija dindan pemzektez ! Savet eo bet gant Gwendal Stephan, un tresour staliet e bro Pondi. Selaouomp anezhañ.



Gwendal Stefan a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. « Kalon Flamm » a zo unan eus kanaouennoù pladenn nevez Brieg Guerveno, anvet Un noz a vo. Dont a raio ar bladenn-se er maez e kreiz miz Mae. Ha video Gwendal Stephan a zo bet priziet gant festival ar filmoù bevaat e Roazhon, ha diskouezhet e vo eno d'ar 25 a viz Ebrel war ar skramm bras.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio