àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ur c'hlasad kollet gant skol St Rok e Lannuon

Ur c'hlasad kollet gant skol St Rok e Lannuon

Ur c’hlasad a vo serret e skol bublik St Rok e Lannuon, 'benn an distro-skol e miz Gwengolo. Sed aze ur gwall-daol evit ar skol divyezhek istorel-se er c’horn-bro, hag evit an hentad divyezhek a-bezh en Bro-Dreger.

N’eo ket bet lakaet da blegañ an ensellerezh daoust d’ur stourm bras bet kaset da benn gant kerent ar vugale. Met gall ‘reont kontañ war tud an ti-kêr : divizet eo bet gant dilennidi kêr Lannuon lemel kuit ar gartenn-skol, evit ma c’hallfe pep bugel kaat ar choaz da vezañ skoliataet e St Roc’h e plas bezañ rediet da lakaat e anv e skol ar c’harter lec’h m’emañ o chom. Hiroc’h lâret gant renerez ar skol, Julie Lenoel, ‘zo aï pemp bloaz ‘zo.


Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio