Gwirioù ar plac'hed : 800 den o doa manifestet e Kemper evit an 8 a viz Meurzh
Manifestadegoù a oa bet e pep korn ar vro disadorn evit an 8 a viz Meurzh, devezh stourm etrevroadel evit gwirioù ar maouezed hag ar minorelezhioù jener. Droukzifoc'hioù a vez gouzañvet hiziv an deiz c'hoazh gante ha mont a ra an traoù war washaat zoken gant ar bolitikerzhioù frankizour. 130 kreizenn IVG a zo bet serret er pemzek vloaz diwezhañ e Frañs. Ha tri miliard a euroioù a vefe dav postañ evit gallout stourm da vat ouzh ar feulsterioù seksist ha seksel, hervez ar c'hevredigezhioù benelour...Abegoù e-leiz a oa da vanifestiñ neuze. E Kemper e oa en em vodet 800 den war plasenn ar rezistañs da ziskouez o fulor...
Savet e oa bet ar reportaj-se gant Metig Jakez-Vargas.