àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Larsen ha mediator 155 : Al luskad Madchester 1 : An Hacienda

00:00 / 00:00

Larsen ha mediator 155 : Al luskad Madchester 1 : An Hacienda

Klañv eo kêr Manchester e 1980. Al lec’h, lesanvet «Cotonopolis» en XIXvet kantved a zo brein, krignet gant ar feulster, ar gangoù hag an drammoù. Ar sanailhoù hag uzinioù a zo bremañ dilezet, n’eus lestr ebet ken o tiskargañ e bakadoù kotoñs war ar c’haeoù. Adreizhoù ekonomikel gouarnamant Margareth Thatcher o deus echuet da saotrañ meurded trede kêr bro-saoz. Nozvezhioù Manchester zo tristidig, er puboù ha kleuboù en em vod ar yaouankiz dilabour. Betek an deiz ma tigor ur voest-noz, ur c’hleub mojennel e istor ar rock. Hiziv e fiñvomp hor body war dance floor an Hacienda e Manchester !


Playlist :

- Joy Division : The Eternal (foñs son)

- New Order : Blue Monday

- Madonna : Holiday (tennad son)

- The Smiths : Heaven knows I’ m miserible now (foñs-son)

- The Smiths : How soon is now ?

- Adonis : No way back (foñs-son)

- D-Shake : Yaaah

- A Guy Called Gerald : Voodoo Ray (foñs-son)

- Maurice - This Is Acid (tennad son)

- M People : Moving on up

- Meur a dennad son eus an teulfilm «The Hacienda - The Club that Shook Britain» (BBC 2022) a c’hellit klevet ivez en abadenn.


Levrlennadur :

- L'hacienda - la meilleure façon de couler un club - Peter Hook – Embannadurioù Le mot et le reste

Larsen ha mediator !

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio