Distrujet e vo 7 ti e Triagad 'blamm da gresk live ar mor
Kreskiñ a ra live ar mor gant cheñchamant an hin hag ar barradoù gwall-amzer a ziskar tamm ha tamm an tevennoù e Breizh. Mont a ra an tevennoù war gil ha war zisteraat ar pezh a lak tiez zo en dañjer. E Triagad, er vro Vigoudenn, e ranko annezidi seiz ti kuitaat karter Lehan ha mont da lec'h all, a-raok na vefe debret o ziez gant ar mor. Divizet he deus kumuniezh kumunioù Su ar Vro Vigoudenn prenañ an tiez-se ha distruj anezho evit ober plas d'ar mor. Ur milion a euroioù a zo bet dispignet gant an ti-kêr dija evit klask gwareziñ an tevennoù abaoe dek vloaz. Met re goustus e vefe kenderc'hel da stourm a-enep d'ar mor.
92 vloaz eo Mikel ar Roue. Genidik eus Triagad eo hag a viskoazh eo bet o chom e karter Lehan. Selaouomp anezhañ.
Mikel Ar Roue, eus karter Lehan e Triagad, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Annezidi ar seiz ti a vo distrujet a rank bremañ klask prenañ un ti e lec'h all er gumun pe er vro. Tri million a euroioùe kousto divontaén an tiez ha gwareziñ peurrest ar c'harter. 80% eus ar c'houst-se a vo paeet gant ar Stad.