àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Berzh neus graet ar fest Mamm Douar e Senolf.

Berzh neus graet ar fest Mamm Douar e Senolf.

Disadorn oa savet an darvoud braz get ar gevredigezh Ingalañ. Prezegennoù oa bet da vitin ha d'enderv a-zivout ar stourm a-enep an OGK hag an douaraoua (accaparement des terres) en Andalousia, e bro Mexik hag en Amazonia. Daou-ugent bennak a gevredigezhoù oa bet pedet iwez da zerc'hel ur stand evit kinnig o stourmoù pe o obererezhoù evit an endro. Da noz e oa daet ouzhpenn 15 000 a dud evit selaou doh ar c'hanour Manu Chao. Àr e lec'h he doa Miss Blue lakaet an dud da zañsal. Bet eo Yaelle ar Mouel é houlenn hiroc'h geti, klevet e vo iwez Yann-Charlez Caudal, daet e anv Diwan d'ober boued.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio