àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Niveradeg al laboused

Niveradeg al laboused

Pedet e oa ar vretoned da gontañ laboused al liorzhoù e-pad an dibenn sizhun gant ar gevredigezh Breizh Vev. Un eurvezh a oa gant pep hini evit renabliñ an niver hag ar spesadoù laboused disheñwel. Bep bloaz e vez Jean-Yves Kervarc'heg o kemer perzh gant e gevell-lunedoù. C'hwezek ha tri-ugent spesad en deus bet gwelet o tremen en e liorzh a-hed ar bloavezhioù ! Aet e oa Metig Jakez-Vargas da gontañ al laboused ganañ er bloaz-mañ.



Klevet ho peus Jean-Yves Kervarc'heg eus ar gevredigezh Breizh Vev, o kemer perzh e niveradeg al laboused. Bep bloaz e vez dalc'het an dibenn-sizhun se evit kaout ur sell war ar poblañsoù laboused er vro.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio