Bloavezhioù labour a zo bet c'hwezhet gant an tan e Maner Kernod
Distrujet eo bet ul lodenn vras eus Maner Kernod e bro Kemperle disul mintin gant un tan-gwall spontus. Ur maner eus ar grennamzer eo, a oa bet prenet gant an departamant e 1990. Ha setu c'hwec'h bloaz zo e oa labourioù eno evit adkempenn ar savadur, a oa prest da zigeriñ en dro ar miz-mañ...
Met aet eo al labour-se da netra dindan un nebeud munutennoù siwazh. Muioc'h a ditouroù gant Nolwenn Le Crann, eilmaerez Mellag ha bez-prezidantez Kemperle Kumuniezh en karg eus ar sevenadur.
Nolwenn Le Crann a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Departamant Penn-ar-Bed a dapo e karg al labouroù evit adkempenn ar maner. Ne ouier ket c'hoazh petra zo penn abeg na vefe kroget an tan er maner, digoret zo bet un enklask gant an archerien.