Stourm ra ar c'honfederation paysanne a-enep reform an RSA evit al labourerion-douar
Adalek ar 1añ a viz genver eo lakaet e plas e Bro-C’hall reform an RSA, ar c’horvoder minimum sokial. Ar re a c’hounez nebeutoc’h eget 500€ bep miz get ul labour a vo lakaet o anv e France Travail ha rediet e vint kaout obererezhioù 15 eurvezh dre sizhun.
Penn-ar-bed a oa e mesk an departamantoù test a-raok ma vehe astennet e Frañs a bezh ar reform.
E kourz an diskar amzer paset, Ar c’honfederation Paysanne he deus kejet get renour France Travail hag izili ar c’huzul departamant evit goulenn nompas lakaat ar reform e pleustr evit al labourerion-douar. Asantet eo bet get Frans Travail met n’eo ket bet respontet sklaer get an departamant. Emañ c’hoazh ar sindikad é c’hortoz àr ho lerc’h.
Displeget e vo hiroc’h deomp get Marine Robast a zo ezel ar c’honfederation paysanne.
Emañ ar c’honfederation Paysanne neuze é stourmañ e pep departamant, met un diskoulm broadel a zo klasket kaout ivez gete. An Nupes he doe anseet skrivañ el lezenn ar fed leuskel ar labourerion-douar maez reform an RSA, met hep donet da benn. Ur respont hiniennel a zo bet choazet get ar gouarnamant rein d’ar beizanted kentoc’h. Soñjal a ra dezhañ eo kudenn an RSA evit al labourerion-douar liammet get un diouer a broduusted. Setu ar pezh a zo ivez e kreiz an tabut.