àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kenderc'hel a ra al luskad kengred evit Palestina

Kenderc'hel a ra al luskad kengred evit Palestina

Ouzhpenn 'bloaz zo e kroget ar ouennlazh e Palestina. Dekmiliadoù a balestinained a zo bet lazhet abaoe penn kentañ ar brezel ha kenderc'hel a ra Israel da vombezenniñ bandenn Gaza daoust da ali ar Broadoù Unanet da skouer. Met daoust da bep tra ivez e kendalc'h strolladaoù lec'hel d'en em aozañ e pep korn ar bed evit klask lakaat un harz d'ar ouennlazh. Ur strollad nevez a zo bet krouet e bro Kemperle e miz Here. Aozañ a raio un tolpadeg 'benn disadorn. Selaouomp Fanny Chauffin, unan eus izili ar strollad a zispleg deomp perak e c'halvont an dud d'en em vodañ.



Fanny Chauffin eus ar strollad « Palestin Liban Kerne Izel » a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Da 11e e vo ar vodadeg disadorn e Kemperle plasenn Charles de Gaulle evit souten ar balestinianed ha poblañs Liban. Gallout a rit kavout muioc'h a ditouroù war pajenn facebook ar strollad « Palestine-Liban Sud Cornouaille ».

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio