Keleier ar vro ar Merc'her 11 aviz Kerzu 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin
Ur vanifestadeg a zo bet evit ar sistem yec'hed e Sant-Brieg
Tro-dro kant hanter-kant den a oa bodet dec’h e Sant-Brieg. Galvet e oant da vanifestiñ get sindikad ar CGT, a-benn difenn ar sistem yec’hed e Breizh, a zo lakaet diaes a gaoz d’un diouer a argant hag a dud. Faotañ a ra dezhe ivez e vefe roet an tu d’al labourerien ha labourerezed da verañ ar Surrentez hollek, él ma oa bet ijinet er c’hantved diwezhañ. Gwenvael Delanoe a zo bet é reportajiñ àr blas.
En arvar emañ mikro-magouri hollvrezhoneg nemeti Liger-Atlantel.
Ar vagouri Youn ha Solena a souba ar vugale etre 3 miz ha 3 blez e brezhoneg, a vank argant dezhi evit gallet kendalc’hiñ da zegemer bugale en un doare seder. Peadra a vo displeget doc’htu get Yuna Bresmal, ar renerez, doc’h mikro Liza Jakez Vargas.
Ha de glevet ivez er c'heleier :
-Ur c’hentañ ministr nevez a zo bet dibabet dec’h e Siria get ar strolladoù rebelles Islamisted
-2024 a vo sur a-walc’h blezad tomman an istoer hervez ar programm european Copernicus
-Digor eo en-dro get ar justis an enklask àr chanter an an hent-tizh A69 etre Tolosa ha Castres
-Un devezh stourm sokial evit al labour hag an industriezh a vo e Frañs a bezh àrc'hoazh
-Fonderie de Bretagne he deus digoret dec’h ur c’hef argantaouiñ a-stroll àr Ulule
-Sport: Trec’h eo bet neihour pe dec’h da noz skipailh melldroad ar baotred Stade Brestois doc’h PSV Eindhoven. Hag en Euro Handball, trec’h eo bet ivez skipailh Bro-C’hall ar vaouezed dec’h doc’h an hungariz