àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5:30 noz

Keleier 5:30 noz

@@@Derc'hel an, tachennoù gleb?@@@ Peseurt mod reneveziñ pe gwareziñ an tachennoù gleb? Prezegennoù 'oa, hudu, diwar-ben an tem mañ 'ba Kemper. ///Youenn Gloaguen///, 'zo ijinour e-karg eus an tachennoù mañ 'ba kambr al labour-douar, 'neus displeget da ///Anne Gouerou/// perak 'oant bet dilezet gant ar beizanted. Selaouit ar reportaj @@@Foar Bio 'ba Muzilleg ar week-end mañ@@@ Traoù a bep seurt 'vo da dizoloiñ 'ba Muzilleg: boued, dilhad pe dañvez da sevel tiez... Prezegennoù 'vo ivez. ///Yann-Vadez ar Galloudeg//// 'zo perzh 'ban aozañ 'neus displeget hiroc'h da ///Andrea ar Gall///, eus RBG. Selaouit ar reportaj @@@Ur c'hafe d'en em staliañ!@@@ 'Benn dilun 'vo un nozvezh "kafe en em staliañ" 'ba Rostrenn. Aozet eo gant Accueil Paysan, ar CEDAPA, ar CIVAM, MIR hag Agriculture Paysanne 'ba Aodoù-a-Arvor. Displegadennoù gant ///Pauline Cabaret,/// peizantezh, a gemero perzh 'ban abadenn. Ur pennad-kaoz gant ///Tudual Karluer./// @@@Tri breton war hentoù kampionad ar bed marc'h-houarn@@@ 'Ba Kopenhagen eo dalc'het Kampionad ar bed war varc'h-houarn. Gant ///Jo Gueguen, prezidant Komite Breizh///, 'vo kontet peseurt mod emañ ar stal gant ar vretoned. Ur pennad-kaoz gant ///Erwan Blanchard.///

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio