àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Lizher kelaouiñ Splann miz Du 2024

Lizher kelaouiñ Splann miz Du 2024

 

Hag e vo eus koadoù gouez ha naturel da vat en Breizh ? Setu ar c’hoant neuint kevredigezhioù ‘zo er vro, da brenañ douaroù, evit ma vefe laosket an natur d’or e jeu trankil e lec’hioù ‘zo. Da lâret eo ne vo ket troc’het ar gwez, na gaset kuit ar gwez varv, difennet groñs e vo pesketañ pe chaseal...

Ar gevredigezh Wild Bretagne ‘zo just awalac’h o klask sevel arc’hant da brenañ 20 devezh-arat a goadoù gant ar mennozh-se, ha soutenet eo evit en ober gant strollad naturourien arbennig war al loened bronnek. Splann ‘zo bet o teurel ur sell ar miz-mañ en seurt raktresoù, a n’int ket evit plijout d’an holl ekologourien memes tra.

Setu gall ‘rit gouzout hiroc’h war raktres ad-goueziñ Wild Bretagne war e lec’hienn internet.

Ha ma z’och intereset gant sujed an ad-goueziñ en broioù ar Su, lec’h m’eo kalz luzietoc’h an traoù, gall a rit mont da lenn pennadoù war lec’hien ar gevredigezh Survival International, hag a souten gwirioù pobloù-orin a vez skarzhet eus o douaroù gant kevredigezhioù bras ekolo, evel WWF.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio