àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 18 a viz Here 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 18 a viz Here 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel

 

E pelec'h e vo ar Redadeg e 2026 ?

 

Echu eo ar redadeg 2024 nebeud zo hag emañ dija an aozadur o prientiñ ar Redadeg a zeu...e 2026 ! Loc'hañ a raio d'ar Gwener 8 a viz Mae ha d'ar Sadorn 16 a viz Mae e vo an degouezh. Ha just a walc'h e c'hell unan eus an daou darvoud-se bezañ aozet gant ho kevredigezh pe ho ti-kêr. Muioc'h a ditouroù gant Jean brichet, kenbrezidant ar Redadeg.

 

Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez Vargas



Gallout a rit selaou ar pennadoù-kaoz amañ

 

Ul levr nevez war al lec'hanvadurezh

 

Bep tañs ha tañs e vez lakaet war wel kudenn al lec'hanvadurezh e kumun-mañ-kumun. Gireg Konan en deus skrivet ul levr evit sklaeraat an traoù ha heñchañ an dud a glask saveteiñ ar glad-mañ. 


Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Aet eo Yahya Sinwar pennkomandant ar rezistañs palestinad d'an Anaon

- Un enklask evit gouzout hiroc'h war stad kontoù ar stad

- Ret e vo da gumun Naoned lemel banniel Breizh eus talbenn an ti-kêr.

- Krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio