àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

A vor da vor, un arvest kanet evit ar vugale

A vor da vor, un arvest kanet evit ar vugale

Lañset e oa bet ar festival Dispar Amzer disadorn e Douarnenez, a ro ton d'ar brezhoneg er vro-se 'pad an diskar-amzer. Digoret e oa bet ar c'houlzad abadennoù gant arvest Marthe Vassalo ha Noluen Le Buhe, anvet « a vor da vor ». Un arvest kanet evit ar vugale, hag ar vugale brasoc'h, leun a fent, a venn displegañ orin hor sevenadur breizhad ha skoulmañ en-dro gant memor ar maezoù a-gent, pa veze du-pod an noz ha pa ne oa ket c’hoazh deus ar pellgomzerioù...Muioc'h a zisplegadennoù gant an div ganourez.

 

 

Ma z eo bet flemmet ho kuriusted gant an arvest-mañ e vo c'hoariet en dro gant Marthe Vassalo ha Noluen Le Buhe e Gwengamp d'an 20 a viz Du.

Ha kenderc'hel a raio ar festival Dispar Amzer e Douarnenez betek fin an diskar-amzer. Kaozeadennoù, sonadegoù, atalieroù a vo da gaout hag ar bloaz-mañ e vo lidet 100 bloaz harz-labour plac'hed ar friturioù 'pad an ar gouel.

 

 

Skeudenn : Véronique Le Goff

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio