àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier 5e30

Keleier 5e30

@@@100 vloaz an Ofis Central @@@ 100 vloaz an « Ofis Central » 'zo lidet a-hed ar blaoz mañ. Gant nobled 'oa kroet an Ofis 'ba Landerne 'vit lakaat al labour-douar da vont war raok 'ba Bro-Leon met ivez 'ba Breizh.Ur sistem 'zo aet kreñvoc'h goude ar bloavezhioù hanter kant, setu pezh 'neus 'displeget Loeiz Elegoet, an istorour deus Bro-Leon, da Erwan Blanchard. @@@ar surentez war an hentoù@@@ En Lannuon 'oa un devezh da gizi-di-kaat ar re yaouank, hag ar vugale dreist-holl, ouzh ar surentez war an henchoù, hiziv. Gant prefeti Aodoù an Arvor 'oa aozet, asambles gant kêr Lannuon, kumuniezh kumunioù Lannuon-Treger, archerien ar vro, asurañsoù ha servijoù ar surentez war an hentoù. Yves An Naour, pevar ugent vloaz anezhañ, a labour a youl vat evit ar surentez war an hentoù. Reiñ 'ra e sell deomp, deus mikro Tudual Karluer. @@@Klaskerien ha treizherien soñjoù@@@ N'eeus ket memes brezhoneg ganeoc'h ! N'eo ket d'aes atav en em gompren etre ar vrezhonegerien a-vihanig hag ar vugale 'zo o teskiñ ar yezh 'ba skol... Abalamour d'an dra-se oa bet lañset c'hwec'h bloaz 'zo ur programm gant Kuzul departamant Penn ar Bed anvet « Klaskerien ha treizherien soñjoù » evit lakaat ar re gozh hag ar vugale deus ar skolioù brezhoneg da gomz 'sames. Ne blij ket da Gwenola Sohier Ropars, ensellerez an deskadurezh stad war ar brezhoneg, klevet « n'eo ket memes brezhoneg » ! Selaouit ar pennad-kaoz @@@Ar memes brezhoneg pe get ?@@@ Plij a ra da Jean-Maï Scraign kaout darempredoù gant ar vrezhonegerien yaouank. Met daoust hag eñ e komzont memes brezhoneg egetañ ? Selaouit Jean-Marie Scraign

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio