Keleier ar vro d’ar Gwener 26 a viz Gouere 2024
Ar c’heleier a zo bet kanniget deoc’h get Yuna Kojan.
Stad Brestois : harperion zo bet srkazhet d’ar sportva
Start a c’hella bout an darempredoù etre harperion ha pennoù bras ar melldroad...
E straedoù Brest ema posubl gwelet skritelleù gwenn ha du get seurt kemennadennoù « Sanction abusives, club muet, liberté pour le bloc C »… Ar Bloc C a zo strollad harperion Stad Brest anvet « Celtic ultra ». E leurenn Kemper vez klevet kanenneù an haperion. Met aveit ar c’hogadeù a za e miz Eost ne vo ket gwelet ar Celtic Ultra er sportva ! Kastizet eo bet ar strollad get komision reoliañ ar melldroad kar en doe lakaet fumijeneù er sportva e-pad ur c’hogad etre Brest ha Reims, krogad diweza Brest. Un darvoud dreist-ordinal oe kar Brest zo arruet e trede plas kampionad lig unan peh a sinifia vo c’hoaried evit ueh keutañ istoer ar c’hul ar champions league, pe kampionad europa. Neuzen ema fuloret harperion’zo ar c’hlub, hreveze ema direizh bras seurt muzulieoù, da vout skarhet penn dor benn d’ar sportva. Met deuctheut ar ueh keutañ vez seurt darempredeù fall etre an haperion hag ar penneù bras… Selaommp Brieug Bourreau, hapour Stad Brestois hag arbenniket àr eur c’hulb. Evitoñ ema un aourez an afer-mañ.
Un atersadenn get Yuna Kojan
Selaouit ar pennadoù-kaoz AZE.
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Start eo ar jeu e Taïwan a gaoz d’ur gorventenn bras spontus
- An ONU a c’houlenn un enklask àr gwirioù mab den Bangladesh
- Harzoù labour a zo hiziv enep disingalded ar c’hoarioù olimpel
- Diskleriadennoù seksist zo bet lâret get ur gannad RN d’ar c’hannadez Annaig Le Meur.
- Faot a ra d’an NFP skarzhañ reform ar leveoù
- Fondiriñ Breiazh vo gwerzet en dro
- Ar bezhin glaz a arrua àr aod Breizh