àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 18 a viz Gouere 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 18 a viz Gouere 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

Prezegennoù Gouelioù Kerne

Devezh kentañ Gouelioù Kerne eo hiziv e Kemper. 'Giz bep bloaz e vo festoù-noz bep noz, dibunadeg bras ar bagadoù d'ar Sul ha dilennadeg rouanez Kerne pe c'hoazh abadennoù evit ar vugale. Met prezegennoù a vo ivez ar mintin-mañ, warc'hoaz ha disadorn mintin etre 10e ha kreisteiz war temoù lies : an naouegezh artifisiel gant Mélanie Jouitteau hiziv, dilhad sonerien ar bagadoù warc'hoaz ha diwar-benn Mouez Breizh un ti embann vinyloù disadorn. Lusket e vint gant Bernez Rouz, bet kazetenner. Selaouomp anezhañ.

 

 

Gouelioù an Assembllées galèzes

Ar breujoù e gallaoueg pe Les Assembllées Galèzes a zo ar sizhun-mañ e Konkored, e Bro Gwened. Stajoù e gallaoueg vez aozet bemdeiz pad ar festival-se, evit ar vugale da skouer. Sonadegoù, kontadegoù, fest-noz… Ar fest se a lid war un ton bras sevennadur Breizh Uhel e gallaoueg penn da benn. A-hed ar sizhun vez komzet ar yezh, etre tud kozh pe yaouank. Selaomp diouzthu e gallaoueg Matao Rollo, a youl vat evit an Assembllées Galèzes, troet e brezhoneg get Yuna Kojan.

 

Ha da glevout ivez er c'heleier :

- Tanioù bras spontus a zo er Pantanal e Brazil

- Tamalet eo an abbé Pierre a feulsterioù seksel digant 7 plac'h

- Goude mern e voto ar gannaded ha kannadezed nevez evit dilenn prezidant pe prezidantez ar vodadenn vroadel

- Embannet he deus lez-varn melestradurel Poitiers e oa re vras ar c'hementadoù dour a c'helle bezañ tapet gant ar basinoù dour ramzel

 

 

Selaouit an holl reportajoù AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio