àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Heklev an hañv 12/07/2024

Heklev an hañv 12/07/2024

Aï eo start ar jeu a fed arc'hant gant Keit Vimp Bev ! Gopridi ha tud ar c'huzul-merañ a zo chomet stag-mat evit kavout diskoulmoù ha lakaat an ti-embann da vevañ e-pad pell c'hoazh. Kar diaes eo gwerzhañ kazetennoù e brezhoneg dre ma vez nebeut a lennerien ha lennerezed ha nebeutoc'h a yalc'hadoù ivez. Lañset eo bet ur Crowfunding evit adlañsañ ar gevredigezh. Gerard Gwenn a gont tout-se deomp e lodenn gentañ an abadenn.

Hag en eil lodenn ez eomp e sonadeg kentañ ar bloaz-mañ aozet gant ar gompañunezh Musique Têtues e park Rostren. Abaoe meur a vloaz bremañ e vez aozet gante sonadegoù d'ar meurzh kreisteiz e kreiz marc'had Rostren. An daouad Daniélo/Droual en deus kroget ar sezon nevez, dindan ar glav. Un tamm reportaj a zo bet graet eno.

Heklev an hañv

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio