àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

7vet Chakod deiz & noz e Karaez hiziv !

7vet Chakod deiz & noz e Karaez hiziv !

Herie emañ ar Chakod deiz & noz !

E Karaez an hini eo ‘z eus bet lakaet emgav ar bloaz-mañ evit ar 7vet kenstrivadeg filmoù chakod. Ur genstrivadeg filmoù berr e brezhoneg hag istitlet e galleg bet ijinet e Douarnenez, kêr ar Pennoù-Sardin. Abaoe ur c’hrogad e vez beajet gant koñkour ar sardinenn arc’hant hag ar sardinenn aour. Ar pal zo sevel filmoù gant ur pellgomzer pe ur benveg-foto bihan. E-pad an deiz hudu e oa bet degemeret skolajidi ha liseidi vrezhonek ar vro da ziskouez dezhe ar filmoù bet graet gant pep klasad, dezhe da varn anezhe ivez da heul ur juri tri den a-vicher. Evit ar bloaz e oa bet lakaet an traoù war droad gant Daoulagad Breizh, Raok hag ar gevredigezh Contrechamp e sinema ar Gazeg c’hlas. Pennad-kaoz gant Camille ha Lounes eus skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon.

 

Setu ! Ur seurt gouel Cannes e brezhoneg gant un tapiz ruz ha fent e-leizh… Emgav fenoz adalek 7e e sinema Karaez evit ar Chakod noz neuze. Goulet zo gant an dud dont gwisket kran evel-just !

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio