'Benn fenoz e vo lid loc'hañ an 9vet Redadeg e Beg ar Raz
E beg ar Raz e Plougoñ eo e loc'ho ar Redadeg hiziv... an 9vet redadeg evit ar brezhoneg eo ! An arc'hant eostet gant an darvoud-se a servij da arc'hantaouiñ ar skolioù Diwan ha raktresoù all a venn diorroiñ implij hor yezh. Ar bloaz-mañ e oa kenaozet lid loc'hañ ar Redadeg gant Emglev Bro ar C'hab. Muioc'h a ditouroù diouzhtu gant Koulma Mingam, a zo ezel eus ar strollad-se.
Komprenet ho peus, puilh eo programm loc'hañ ar Redadeg ! Lazoù kanañ a vo ivez ha sinadur ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kumuniezh kumunioù bro ar C'hab war ar marc'had ! ur wech loc'het ar Redadeg da vat e vo plas d'ar sonadeg ha d'ar fest-noz betek 1e mintin.
Ha fenoz e c'hellfoc'h selaou un abadenn ispisial eus Beg ar Raz war ho pemp radio e brezhoneg, etre 7e hag 8e noz.