àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 3 a viz Mae 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 3 a viz Mae 2024

Stourm Meldroaderezed Stad Brest

Melldroaderezed Stad Brest o doa kaset ul lizhet ar sizhun tremenet diwar-benn o c’hondisionoù da labourat. Fuloret eo ar skipialh eus an diouer a anaoudegezh hag ar c’hudennoù a zo da geñver ar c’hevradoù da skouer. Tost oa ar skipialh d’ober un harz labour neus disklêriet ar c’hoarierezed. N’eo ket ar wech kentañ e sav c’hoarierezed melldroad’zo enep kondisionoù da c’hoari, e Breizh me tivez er bed a-bezh

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan  

 

Gourfennoù Kampionad Breizh ar Rugbi a oa disul e Perroz-Gireg

 

Eizh krogad oa bet en deiz-se. Krogadoù paotred met ivez krogad diwezhañ sezon rugbi ar maouezed. Ar re-se a c’hoari gant 10 c’hoarierez war an dachenn e pep skipailh. Rummad reoù goshañ ar « Breizh’Barians » a oa o c’hoari ouzh ar « Spered Breizh ». Hemañ diwezhañ zo ur skipailh savet diwar un emglev etre tri c’hlub, re Gemperle, Kemper ha Konk-kerne ! An RC Karaez a oa e-barzh ivez pa oa bet savet e 2017. Bremañ n’emañ ket ken met disul e oa bet ur plac’h eus ar skipailh-se o c’haloupat e-mesk merc’hed « Spered Breizh » memes tra.  Caroline Andrieu zo gant Tomaz Laken.

 

Selaouit ar pennadoù-kaoz AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn ar frapad keleier-mañ :

  • 10 vloaz zo e oa kroget ar brezel en Ukraina
  • Keloù deus ar brezel e Palestina
  • Al luskad kengred gant Palestina e skolioù-meur ar bed, hag e Science po Roazhon
  • Krogadoù melldroad an dibenn-sizhun

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio