Keleier ar vro d'ar Meurzh 26 a viz Meurzh 2024
Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine
Souten d’ar stourmerien sindikel eus Montroulez !
A-benn disadorn e vo aozet e Pleiber-Krist un devezh fest-deiz/fest-noz da rastellat arc’hant da sikour anezhe da baeañ ar fraejoù alvokaded. 18 stourmer ouzh al lezenn war ar retredoù a oa bet dastumet ha goulennataet gant ar boliserien ha kaset dirak ar justis. En holl eo 5000 euro o deus ranket reiñ d’ar breutaer en doa kuzuliet ha difennet anezhe meur a wech warlene. Rebechet zo dezhe bout stanket an hent bras 12 kostez Montroulez e-pad peder eurvezh. Pemp anezhe zo bet kondaonet da baeañ telloù-kastiz a 300 euro war digarez n'o deus ket doujet da god an hentoù. Displegadennoù gant Fabris Kadou, unan eus ar stoumerien a zo bet kastizet.
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Mont a ra war-raok ar raktres skolaj Diwan en Il-ha-Gwilen
Chom a ra an departamant hep skolaj Diwan ebet ha koulskoude eo Roazhon ar gêr gant ar muiañ a skolioù divyezhek pe dre soubidigezh. E Beuzid-ar-c’hoadoù, etre Roazhon ha Gwitreg, zo bet kavet ul lec’h bras a-walc’h da zegemer an danvez skolaj, ur sizhun zo e oa bet aozet an dorioù digor kentañ hag o doa graet berzh. Hiroc'h gant Bertrand Hugo a zo ezel eus Kuzul skoazell raktres skolaj Diwan 35. Ar pal eo digeriñ ar skolaj a-benn an distro-skol 2025 hag e vefe evit re ar c’hwec’hvet hag ar pempet klas. Un devezh all a vo aozet abalamour da dud ar grennarded da zizoleiñ al lec’h.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel.
Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :
- Julian Assange kaset d'ar Stadoù-Unanet ?
- Ar brezel o kenderc'hel e Gaza daoust da vennad an ONU
- Mindrailherezoù izraelian karget gant pezhioù gwerzhet gant ar Frañs
- Kinnig lezenn war an amzerioù poanius arc'hoazh
- Koust distrujoù luskad al labourerien-douar
- Kuzul-kêr Gwengamp : mennad evit an "ñ"
Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.