àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 29 a viz C'hwevrer 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 29 a viz C'hwevrer 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

Ne vo ket troet e brezhoneg ken sujedoù an arnodennoù evit ar breved

D’an 20 a viz Du e oa bet resevet ul lizher gant renerien ha renerezed ar skolajoù a embanne ne vefe ket troet ken ar sujedoù ar breved er yezhoù minorelaet, evel ma veze graet a-raok. Moaien vo d’ar skolajiadezed ha skolajidi respont e brezhoneg, euskareg pe korseg memestra. Fuloret eo ar gevredigezh Kelennomp, he deus kaset ul lizher da vinistrez an deskadurezh stad, Nicole Belloubet ha d’ar gannaded ha d'ar senedourien. Hervez Ronan Kerbiquet, eus Kelennomp, e vo krouet disingalded etre ar skolajidi gant ar muzul-se…

Un atersadenn gant Yuna Kojan

 

 

Dizoloadennoù arkeologel sebezus e Amazonia

Tamm ha tamm e vez diskoachet kevrinoù koadeg Amazonia. Met ouzhpenn d'ar vevliesseurted a zesach ar skiantourien. Un dizoloadenn arkeologel digredus a zo bet kinniget e miz Genver.

Ur paper gant Metig Jakez-Vargas

 

Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

- Votet en deus ar Sened dec'h evit enskrivañ an IVG er vonnreizh

- Nec'het bras eo an ABU gant ar feulsterioù a vez gouzañvet gant ar balestinianadezed

- 90 milion a euroioù a vo gouestlet d'ar foñs urjañs evit ar boued bio

- Harzhet zo bet Daniela Klette, eus an RAF, e bro Alamagn dimeurzh

- Aet eo ar maout gant skipailh mell-droad plac'hed bro Spagn e Kib ar broadoù

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

 

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio