àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 27 a viz C'hwevrer 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 27 a viz C'hwevrer 2024

Difenn an natur pe gwirioù ar pobloù kentañ ?

 

« An natur gouez zo ur vojenn »… Setu perzh a zispleg Fiore Longo, renerez an aozadur Survival International e Bro C’hall hag e Bro Spagn. An aozadur-se a stourm evit gwirioù ar pobloù kentañ er bed. Fiore Longo he deus skrivet ul levr anvet « Décolonisons la protection de la nature ». Hervezi ez eus ur sell trevadennel gant ar mod da wareziñ an natur. Skeudennoù faos a vez ijinet gant kevredigezhioù pe gant an dud dre vras war an natur… Koadoù bras ha gouez, parkoù « broadel »… Met atav ez eus pe e oa tud o vevañ en natur, hervez renerez Survival International. Hervezi emañ o labourat kevredigezhioù 'zo evel WWF da skarzhañ pobloù deus o lec’h bevañ evit abeg gwareziñ an natur. Enora Molac he deus kejet ouzh Fiore Longo. Goulennet he deus diganti da reiñ deomp ur skouer eus pobloù oa bet skarzhet eus o lec’h bevañ, pezh a lak war wel en he levr.

 

Ur pennad-kaoz gant Enora Molac deus Radio Bro Gwened

 

Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaouaeg e bro Pondi

 

Miz Meurzh zo ur miz dreist-ordinal evit ar yezhoù bro… Miz ar brezhoneg hag ar gallaoueg a grog an dibenn-sizhun-mañ, etre an 2 hag ar 24 a viz meurzh. E Breizh a-bezh e vo lakaet war wel ar yezhoù, dre sonadegoù, pezhioù c’hoari pe prezegennoù. Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg a zo aozet evit an eil bloaz gant Ti ar vro Bro Pondi ! An ti a vod an holl darvoudoù vez savet gant kevredigezhioù ar vro… Ouzhpenn da zaou ugent abadenn e c’hello an nen dizoloeiñ e broieoù Pondi, Baod ha Logunec’h. Ouzhpenn sonadegoù pe pezhioù c’hoari a vez kinniget e pad mizh ar yezhoù ! Selaomp Mannaïg an Dortz, kenurzhierez Ti ar Vro Bro Pondi.

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan



Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Keloù deus ar brezel en Ukraina

- Kaoz zo deus un harz-tennañ e Gaza

- Emgannoù e Tabus e Sisjordania etre milisoù broadelour Palestinad ha Tsahal

- Disoc'hoù deus ar barradoù-avel e Breizh

- Redadeg Bag dre-lien Arkéa Ultim Challenge : Charles Caudrielier a zo oc'h erruout e Brest

 

Selaouit ar c'helaouadennoù en o fezh AZE

 

Keleier embannet gant Anton Burel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio