àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Ar Frañs o vont war gil evit pezh a sell louzaouiñ nebeutoc'h

Ar Frañs o vont war gil evit pezh a sell louzaouiñ nebeutoc'h

A-benn sioulaat ar gonnar dispaket eus bed al labour-douar en deus ar gouarnamant pleget da c’houlennoù an FNSEA, ar sindikad pennañ. E-mesk traoù all eo bet suspentet ar programm Ecophyto, sañset bihanaat ar pestisidoù er Frañs. Ha bec’h zo bepred war ar raktres lezenn european da rannañ dre zaou ar c’hementad a louzoù chimik implijet ac’hann d’ar bloaz 2030. Dimeurzh he devoa Ursula von der Leyen, prezidantez ar Gomision, kinniget lemel ar raktres lezenn-se.

Er Frañs eo bet kaset ar vro war gil da vat evit pezh a sell lakaat normoù ekologel e plas ha difenn an endro. Un disoc’h eus luskad an deizioù tremenet da lakaat keñver-ha-keñver gant komzoù ul labourer-douar bet aterset e fin ar sizhun baseet e Kallag, e kreiz Breizh, e-keit ma oa labourerien-douar o sevel ur c’harzh e-kreiz an hent Kallag-Gwengamp...

Olivier Charles zo o terc’hen douar ouzhpenn tregont vloaz zo hag abred eo bet kustumet da louzaouiñ.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

 

(Foto : prefeti Gwengamp labezet gant al labourerien-douar)

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio