àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier d'ar 6 a viz C'hwevrer- 8e30 beure

Keleier d'ar 6 a viz C'hwevrer- 8e30 beure

N'eo ket sklaer dazont Fondiri Breizh 'ba Kaodan

 

Fonderezh Breizh a zo lakaet en gwerzh ur wech adarre. ‘Bloaz ‘zo oa bet gwerzhet an uzin gant Renault staliet e Kaodan e-kichen an Oriant. Fonderezh Breizh a brodu osthiloù ha danvezioù evit an otoioù. Renault en doa c’hoant staliañ uzinoù er maez Bro C’hall. Ul luskad sokial kreñv oe savet gant al labourerien hag ar sindikadoù evit gwareziñ an uzin hag an dud a oa o labourat du-hont.  Prenet oa an uzin gant Callista, ur foñs postañ alaman ispisializet gant an embregerezhioù industriel. Pal ar foñs a oa da gavout pratikoù nevez. Steñv Callista a zo bremañ da gavout ur prenour. Met n’eo ket gwall sklear dazont Fonderezh Breizh bremañ…. Piv a c’hellfe prenañ an uzin ?  Distabil eo ar jeu hervezh Tifenn Siret, kuzulierez kêr e Henbont. Fondiri Breizh a c’hopra tud eus ar gêr-sen. Selaomp Tifenn Siret, kuzulierez kêr UDB diouztu. Emañ gant Yuna Kojan.

 

Splann! Stank eo ar gwalldarvoudoù 'ba bed al labour hag hini al labour-douar!

Displeget zo unan eus temoù al lizher kelaouiñ zo embannet er miz mañ gant ar media enklask. Juliette Roger-Cabaço zo gant Tomaz Laken.

 

Ar pennadoù-kaoz zo da selaou amañ

 

Ha da glevout ouzhpenn er c'heleier

- Michelle O'Neill: ur republikanez e penn Iwerzhon an hanternoz

- An dilennadegoù prezidant 'ba Senegal 'zo daleet ha kaset e miz Kerdu

- Gwalldanioù zo 'ba kreiz Chile!

- Liseidi Diwan a vo 'ba Pariz evit goulenn muioc'h a wirioù d'ar yezhoù bro

- Kristian Troadeg n'eo ket bez prezidant rannvro Breizh ken!

- N1 basket: daou derbi a vo 'ba breizh fenoz: Kemper-an Oriant ha Gwitreg-Roazhon.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio